Aesoc’h evit deraouiñ

Skoazeller kefluniañ ar c’hontoù postel

Da gentañ penn e oa ret deoc’h anavezout hoc’h arventennoù evit IMAP, SMTP ha SSL/TLS. Bremañ, n’eus nemet hoc’h anv, ho chomlec’h postel hag ho ker tremen da bourchas ha klasket e vo, gant ar skoazeller da arventennañ ar c’hontoù, gwiriañ er stlennvon ha kavout an arventennoù postel evidoc’h.

Karned chomlec’hioù dre ur c’hlik

Un doare aes ha buan da ouzhpennañ tud en ho karned chomlec’hioù eo Karned chomlec’hioù dre ur c’hlik. Ouzhpennit tud en ur glikañ war arlun ar steredenn. Daou glik hag ouzhpennet e vo muioc’h a vunudoù evel al luc’hskeudenn, an deiz-ha-bloaz ha titouroù all diwar-benn an darempred.

Kounadur ar pezhioù stag

Kounadur ar pezhioù stag a glask ar ger "pezhioù stag" (ha gerioù all evel ar rizhoù restr) e-barzh korf ho kemennadenn ha kounaat a ra deoc’h ouzhpennañ ur pezh stag a-raok kas ho postel.

Ivinelloù hag enklask

Tabs

Mard oc’h plijet gant ar merdeiñ e-touez ivinelloù Firefox e kouezhot e karantez gant ar posteloù dre ivinelloù. Gant ar posteloù dre ivinelloù e vez karget ar posteloù e ivinelloù disheñvel ha lammet e vez eus unan d’eben. Marteze ho po da respont d’ur postel hag ho po ezhomm da deurel ur sell ouzh ur postel bet degemeret a-gent. Meur a bostel a c’hallot leuskel digor gant ar posteloù dre ivinelloù da vezañ lennet aes.

Mar bez daougliket pe bouezet Enankañ war ur postel e vo digoret bremañ ar gemennadenn-mañ war prenestr un ivinell. Mar bez kliket a-zehou war ar c’hemennadennoù e vint digoret en un ivinell en drekleur.

Pa guitaot Thunderbird e vo enrollet an ivinelloù hewel hag assavet pa vo digoret Thunderbird en-dro. Ul lañser Ivinell ez eus ivez war ar varrenn ostilhoù a-benn reiñ sikour deoc’h da drec’haoliñ an ivinelloù.

Barren ostilhoù herrek

Buanoc’h e vez silet ho posteloù gant ar varrenn ostilhoù herrek. Biziatait gerioù war ar voestad klask herrek ha diouzhtu e vo skrammet an disoc’hoù. Pe silet e vez ho posteloù dre Kemennadenn nevez, Klavioù, ha tud a zo war ho karned chomlec’hioù. Lakait un "Tach meud" pe enrollit ur Sil ha grit gantañ e-barzh meur a deuliad.

Klask

Ketal klask Thunderbird zo binvioù silañ hag un horolaj da ziskouez ar postel rik emaoc’h o klask. Ho posteloù holl a vez ibiliet da lakaat ho klaskoù herrekoc’h c’hoazh. Skrammet e vez disoc’hoù ho klaskoù war un ivinell gant disoc’hoù ho klaskoù hag ar posteloù all a vez lakaet war-raok pe a-dreñv ent aes.

Dielloù ar c’hemennadennoù

Mar soñjit ho po ezhomm ur postel en dazont, er-maez eus ar voestad degemer met ma ne fell ket deoc’h e ziverkañ, lakait eñ evel diell ! Lakaat en dielloù a ro sikour deoc’h a-benn ardeiñ ho poestad degemer ha lakaat ho posteloù e-barzh reizhiad teuliad an dielloù.

Mar bez diuzet an afell Diell pe bouezet war ar stokell "A" e vo lakaet ho postel en dielloù.

Ardoer an Oberiantiz

Enrollañ a ra Ardoer an Oberiantiz an holl etrewezhiadurioù etre Thunderbird hag ho pourchaser postel en ul lec’h. N’eus labour divinout ebet ken. N’eus nemet da sellout en ul lec’h hepken da welout pep tra a zo o tegouezhout gant ho postel.

Personelait ho postelerezh

Neuz ha deouez Thunderbird

Personas, "neuzioù" skañv, a ro tro deoc’h da gemmañ neuz ha deouez Thunderbird en un netraïg. Kantadoù a neuzioù zo hegerz digant ar filmoù nevesañ, gweledvaoù brudet mat, ha tatouioù japanat. Dibabet e vez e-touez kalz Dodennoù a wisko an holl arlunioù e Thunderbird.

Teuliadoù speredek

An teuliadoù speredek ho skoazello a-benn ardeiñ ho kontoù postel lies en ur genaozañ an teuliadoù evel Boestad degemer, Kaset pe an teuliad Dielloù. E-lerc’h ma ’z ay ho posteloù e-barzh boestad degemer pep kont e welot ho posteloù o vont e-barzh un teuliad Boestad degemer hepken.

Ardoer an askouezhioù

Kavit ha stailhit askouezhioù e Thunderbird war-eeun. N’hoc’h eus ket mui ezhomm gweladenniñ lec’hienn web an askouezhioù - loc’hit Ardoer an askouezhioù en he lec’h. N’oc’h ket sur eus peseurt askouezh hoc’h eus ezhomm ? Prizadurioù, alioù, deskrivadurioù ha skeudennoù eus an askouezhioù a ro skoazell deoc’h evit ober ho tibab.

Diogelit ha gwarezit ho postelerezh

Buhez prevez kreñvaet

Thunderbird a ginnig keweriusterioù evit buhez prevez an arveriaded hag ar gwarez a-enep ar skeudennoù a-bell. Evit reiñ da wir buhez prevez an arveriaded e harz Thunderbird ar skeudennoù a-bell ent emgefreek e-barzh ar c’hemennadennoù.

Gwarez a-enep an higennañ

Menegiñ a ra Thunderbird ar c’hemennadennoù higennañ evit gwareziñ ac’hanoc’h diouzh ar posteloù c’hwiberezh a glask tromplañ an arveriaded a-benn kaout titouroù personel ha dangel. Thunderbird a gemenn deoc’h mar glikit war un ere a heñch ac’hanoc’h war ul lec’hienn disheñvel diouzh an URL skrammet er gemennadenn.

Hizivaat emgefreek

Thunderbird’s update system checks to see if you’re running the latest version, and notifies you when a security update is available. These security updates are small (usually 200KB - 700KB), giving you only what you need and making the security update quick to download and install. The automated update system provides updates for Thunderbird on Windows, OS X, and Linux in over 40 different languages.

En em zizober diouzh ar c’hemennadennoù lastezek

Hizivaet eo bet ostilhoù dinoadur ar c’hemennadennoù lastezek evit bezañ digonus a-enep spam. Pep postel degemeret a dremen dre siloù ar c’hemennadennoù lastezek eus Thunderbird. Thunderbird a "zesk" ha gwella e siloù bep gwech ma vez merket ur gemennadenn evel spam ganeoc’h, ar pezh a ro deoc’h muioc’h a amzer evit lenn ar c’hemennadennoù pouezus. Gallout a ra Thunderbird arverañ siloù spam eus ho pourchaser postelerezh ivez evit gwareziñ ho poest degemer diouzh ar c’hemennadennoù lastezek.

Tarzh digor

E orin Thunderbird ez eus un argerzh diorren gant tarzh digor sturiet gant miliadoù a diorrenourien entanet gant skiant prenet ha tud ampart war an diogelroez eus ar bed a-bezh. Hor digoradur hag hor c’humuniezh oberiant a dud ampart a ro tro deomp da gaout kenderc’hadoù diogeloc’h ha hizivaet gant tizh. Reiñ a reont tro deoc’h ivez d’ober hor mad eus trede ostilhoù a-fet diogelroez ha gwiriadur evit kreñvaat an diogelroez dre vras.