Krouet gant ur gefridi : lakaat ac'hanoc'h war ar renk kentañ

Embregerezh internet lakaet enni ar muiañ a fiziañs evit pezh a sell ouzh ar vuhez prevez

Dizoloit pezh a laka Firefox da vezañ ar merdeer fiziekañ war ar web

Labourat a ra evel ma fell deoc'h

Unel eo ho toare d'ober gant ar web. Kemmet e vez Firefox da genglotañ gant ho toare. Dilamit pezh n'arverit ket, mirit pezh a rit ganto ha kempennit pep tra war al lec'h a blij deoc'h.

Herrekoc'h d'ober pezh a rit d'an aliesañ

"Roue an tizh" a veze graet anezhañ gant prouadoù evit digonusted ha bankoù arnod distag a-enep merdeerioù all. Espernit amzer ha grit tost pep tra buanoc'h eget a-raok.

Firefox
392
Opera Next
329
Chrome
326
Internet Explorer 10
182
Opera
147
* diazezet war disoc'hoù Tom’s Hardware Web Browser Grand Prix XVI.

Dizoloit pezh a laka anezhañ da vezañ ar Firefox herrekañ evit poent